Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/123

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 115 —

dra-ze a ziskouez eo eun den rok, hag en deuz muioc’h a garantez evit ar bed eged evit ar baourentez. Evelato pa z’eo guir eo deuet, e z’an da c’houlenn kuzul digant va Breudeur.

Ar re-man a roaz oll, dirak an den iaouank, ali d’ar Zant da jomm ep her c’hemeret. O klevet kementse an den iaouank a zirollaz da vouela. Fransez, gounezet ouc’h he velet, a lavaraz : « Va Breudeur, ha kemeret a refot anez-han mar pleg, ha m’ec’h en em izella da ober labour dister ar gegin? An dra-ze a denno au avelach euz he benn. »

Ar Breudeur a lavaraz ia : hag an den iaouank a zoublaz a galoun vad da ober ar pez a c’houlennet digant-han. Ar Zant ouz her c’hlevet a grogaz enn-han a-dro-vriad, a bokaz dez-han, a lakeaz anez-han da verza he zanvez ha da rei an arc’hant d’ar paour. Goudeze e kasaz anez-han da eur gouent all. Eno, e kreiz he labour dister, e teuaz da zevel kement er zantelez, ma oue lakeat gand Fransez, abarz nemeur, e penn ar gouent-se, da sturia ar Breudeur all.

Var dro fin ar bloas, uzet gand he la-