Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/124

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 116 —

bourou, e kouezaz ker klan ma rankaz Eskop Asiz gourc’hemenn dez-han kuitaat he gouent, dilezer he binijennou rust, ha mont da jomm en eur gambr enn Eskopti. Eno e viche lakeat unan bennag var he dro evit rei dez-han ar pez a viche red evit her parea. Diez braz e oue diloja ar Zant; evelato senti a reaz ouz mouez an A. n’Eskop. Ne ouet ket evelato miret out-han da zigemeret ar Breudeur nevez a veze di- gaset dez-han euz ha bep tu. Rei a rea dez-ho sae he Urz, sae ar biuigenn, ha da lod, sklerijennet gant Doue, e tizoloe an amzer da-zont.

Er penn kenta euz ar bloaz 1213, oa atao klan a gorf ; mez he garantez evit Doue a ioa bepred birvidik. N’en doa kenn huvre nemed da stigna karantez Doue dre ar bed, n’en doa kenn c’hoant nemed da zavetei an oll. Mes astennet, pe, evit lavaret guell, staget gand ar c’hlenved var he vele, n’oa evit mont da nebleac’h. Neuze, evit dizamma he galoun hag ober atao eun dra bennag evit Doue, e skrivaz eul lizer d’an oll gristenien euz ar bed evid ho