Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/125

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 117 —

alia da garet Doue a greiz ho c’haloun, ha da lakaat ar re all da ober ive. Al lizer-ze a oue digemeret gand an dudi ar vrasa gand an oll. Pep hini her skrive he unan, evit er c’haout atao gant-han, pe a bae re all d’her skriva evit-han; rak d’ar mareou-ze ne gouiet ket c’hoaz moulla al leoriou evel m’her greor breman. Ia, gand kement a zudi e oue digemeret al lizer-ze, ma oue pedet ar Zant da ober eun all hirroc’h evit displega sklearroc’h ar pez en doa skrivet enn he hini kenta. Hen ober a reaz, hag, en eur achui ne lavare n’oa nemed servicher an oll, ha ne rea nemed he zever en eur zisklerria freaz ha sklear d’an oll, kerkouls d’ar re binvidik, evel d’ar re baour, e tlient karet. Doue dreist pep-tra, ha tostaat an aliesa ar guella ouz Zakramant an Aoter, el leac’h m’eman e guirionez kòrf ha goad Hor Zalver J.-K.

Evel em euz her lavaret d’eoc’h, Fransez n’en doa kenn ioul nemed da skuilla he c’hoad evit J.-K. en doa skuillet he hini evidomp. C’hoant en doa bet da vont varzu bro ar C’huz-heol, ha Doue

7*