en doa her lakeat da ober pense : n’oa ket sounet evit-han c’hoaz an heur da vont er vro-ze : divezatoc’h e raio. Breman e fell dez-han mont d’ar Marok, gueach all bro gristen, hag el leac’h m’eman herrio bugale divadez Mahomet oc’h ober ho reuz. Ar pez a rea c’hoant da Fransez da vont da brezek d’ar vro-ze, eo abalamour an dud ac’hano a dage listri ar gristenien a dremene abiou, a laere kement a veze enn-ho, a lac’he lod euz an dud hag a gase ar re all gant-ho evit beza esklaved.
Ar vro, hanvet Marok, a zo stag ouz an Aljeri dioc’h tu ar C’huz-heol, ha distag dioc’h ar Spagn dre raz Jibraltar.
Mad, d’ar vro-ze e falveze d’ar Zant mont breman da brezek Aviel J.-K. Setu perak, d’an nevez amzer euz ar bloaz 1243, he nerz o veza deuet eun tammik bian da grenvaat, e lakeaz adarre Per Katan e penn he Urz. En em lakaat a reaz enn hent gand Per Kuintavall hag eur Breur all bennag evit mont dre ar Spagn ha raz Jibraltar betek ar Marok.
Setu ive-ta Fransez enn hent gand he Vreudeur. Mez an den santel n’oa ket