Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/127

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 119 —

evit mont abiou ar paourra iliz ep mont ebarz da bedi Doue : n’oa ket evit tremen dre an disterra bourk ep prezek ar garantez hag ar santelez da dud ar vro-ze.

E kear Terni, an A. n’Eskop, goude beza klevet sermoun ar Zant, a lavaraz d’ar bobl a jomme enn iliz evel mantret : « Guelet a rit, an den-man n’eman ket o klask komzou flour hag huel ; mez komz a ra d’eoc’h euz ho krouer, euz ar baourentez, euz ar zantelez gand kement a nerz hag a dan, ma tiskouez Doue ne ket an den epken eo a gomz pa vez o sermoun, mez en he unan dre he c’hinou, hag e kemer aliez ar re zisterra, ar re baourra da ober muioc’h a vad d’an eneou eged an dud skianteka hag a renk huella. » Ar Zant, o klevet ar c’homzou-ze, en em strinkaz da dreid an A. n’Eskop hag a bokaz dez-ho en eur lavaret : « Ho trugarekaat a ran da veza lavaret d’an oll n’ounn nemed eun den dister hag eur pec’her paour. Me n’ounn nemet eur preon douar. M’am euz lavaret eur gomz vad bennag, Doue eo en deuz he lavaret