Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/128

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 120 —

dre va ginou. » An A. n’Eskop en em hastaz d’her sevel enn he za en eur vouela, hag o sonjal pegenn dister ec’h en em lakea eun den ker zantel.

Meur a vurzud a reaz Fransez e kear Terni. Setu aman unan anez-ho. Eun dervez e teujor da lavaret dez-han oa kouezet eur voger var eun den iaouank hag e doa flastret-neat anez-han. Fransez a lavaraz d’an dud a ioa deuet d’he gaout tenna ar vein divar gorf an den maro, hag hen digas dez-han. Kementse a oue great. Ar Zant en em astenuaz var ar c’horf flastret, a bedaz Doue a greiz he galoun, hag abarz nemeur goudeze, an den iaouank a zavaz ker beo ha ker iac’h hag a ziagent.

Edo adarre Fransez enn hent. Tremen a reaz dirak eur maner, el leac’h m’edo dastumet noblanz ar vro evit eur gouel a reant enn henor d’an Aoutrou Iaouank, e chapell he dud koz. Ar Zant a garie ar gouelliou kaer. Lavaret a reaz d’he Vreudeur : « Chommomp aman evit ar gouel brao-man. » P’oa achuet an traou er chapell, ha p’oa deuet an dud er meaz, e savaz var eun dosenn a ioa dirag, hag