ec’h en em lakeaz, evel m’oa boazet da ober, pa gave he dro, da gomz d’an dud nobl-se euz a Zoue a zo ker mad evidomp, euz ar garantez a dleomp da gaout evit-han, euz ar baourentez hag euz a zilvidigez hon ene. P’oa achu gant-han e teuaz d’he gaout eun den iaouank nobl, ha zoken marteze a huelloc’h renk eged ar re all, hag a lavaraz dez-han en doa c’hoant da gaozeal gant-han etre en hag en. « Bremaik, eme Fransez ; pedet oc’h da zont aman d’ar fest, evel an aoutrouien all ; mad it gant-ho da leina, ha, goude ho lein, ni a gaozeo euz ar oc’h euz c’hoant da lavaret dign. »
Ar pez a lavare ar Zant a oue great. Kerkent ha m’oue debret he lein, Orlando — hennez oa hano an aoutrou iaouank ; dalc’hit sonj mad euz an hano-ze — Orlando a deuaz da gaout ar Zant hag a lavaraz dez-han : « Dioc’h ar pez oc’h euz lavaret deomp bremaik, c’houi hag ho Preudeur a zo tud hag o deuz c’hoant, goude beza bet o prezek d’ar re-all, da veva pell diouz trouz ar bed evit pedi Doue ha beva euz ar pez a vezo kaset d’eoc’h enn aluzenn. Mad,