Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/130

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 122 —

me ameuz du-hont, e bro Toskan, eur menez huel ha gouez. Eno e c’hellot beva ha pedi er c’hiz ma kerfot, rak ne d’aio den var ho tro. Mar plij d’eoc’h, me a roio ar menez-se d’eoc’h evit netra, evit ma plijo gand Doue digeri dign dor he Varadoz. » O klevet ar c’homzou ze kaloun Fransez a dridaz gand ar blujadur. Kas a reaz di daou euz he Vreudeur, en eur drugarekaat Doue hag an A. Orlando. Hag en a ieaz adarre enn hent varzu ar Spagn. Tremen a reaz dre ar c’hresteiz a Franz ep dale e nebleac’h : mall en doa d’en em gaout er Marok.

Evelato ne falvezaz ket dez-han treuzi ar Spagn ep mont da bedi var bez St Jakez, leshanvet ar major, a ioa e kear Kompostel. D’ar mareou-ze hennez oa ar pelerinach brudetta euz ar bed goude hini Jerusalem hag hini Roum. En em gavet eno, e z’eaz da c’houlenn lojeiz, er meaz kear, digant eur glaouaer paour, hanvet Kotolai. Epad an noz e save euz he vele evit mont da bedi var eur menez a ioa e kichenn. Petra c’houlenne dre he bedendou ? E z’eomp d’her guelet Aliet e oue