gand Doue da zevel eur gouent euz he Urz enn eul leac’h hanvet Traonienn Doue hag an ifern, abalamour m’ac’h en em gave eno, an eil gand eben, diou draoniennik vian, unan hanvet Traonienn Doue hag an hini all Traonienn an Ifern. Al leac’h-se a ioa da venac’h St Beneat euz a gear Kompostel. Fransez a ieaz d’her goulenn digant an Tad Abad.
— Mez petra rofot dimme evithan, eme heman ?
— Me n’em euz nag aour, nag arc’hant, na netra, eme ar Zant. Paour-glez ounn. Evelato, e roign deoc’h bep bloaz, a galoun vad, dre anaoudegez evit ho madelez, eur manniad pesked euz ar c’houer a red enn draonienn, ia m’ar gellan paka.
An tad Abad o klevet komzou kenn displek, hag eur zantelez kenn eeun a verzaz Traonienn Doue hag an Ifern evit eur manniad Pesket ma viche gellet paka ; ma ne viche ket avad goaz a-ze. Fransez a zistroaz laouen da di Kotolai, hag a lavaraz dez-han :
— Va hostiz, mall eo deoc’h kregi enn ho labour, rak eur gouent euz va Urz