oc’h euz da zevel e Traonienn Doue hag an Ifern. Doue a fell dez-han kementse.
— Va Zad keaz, eme Kotolai, penaoz e rafenn-me ann dra-ze ? Me n’ounn nemed eur glaouer paour o veva divar boan va divreac’h. Gouzout a rit em euz beac’h o c’hounit bara dign ha d’am zud.
— Na it ket da spounta, va map ; kemerit ho tranch, hag it da doulla eun tammik izelloc’h eged ar feunteun a zo e kichenn ho ti. Kleuzit eun tammik bian an douar hag e kafot eun tenzor braz. Gand an arc’hant-se e c’helfot ober ar pez a c’hourc’hemenn Doue d’eoc’h.
Kotolai, ep chipolal, a ieaz dioc’h-tu enn hent. Kaout a reaz an tenzor ha lavare ar Zant dez-han. Ar gouent a oue savet abarz nemeur, hag e Iliz ar gouent-se e oue lakeat, goude ho maro, korf Kotolai hag hini he c’hrek.
Al labouriou-ze ne virent ket ouc’h Fransez da veva evel a ziagent, me lavar da brezek, da c’hounit eneou da Zoue, ha da bedi noz-deiz a galoun hag a spered. En em lakaat a rea e doare da veza krenv avoalac’h evit prezek ar feiz da dud divadez ar Marok, ha da gaout eur garantez