Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/133

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 125 —

braz avoalac’h evit Doue evit skuilla he c’hoad evit-han. Mez ne ket an dra-ze eo a falveze da Zoue. Digas a reaz eun eal da lavaret dez-han chomm er Spagn, sevel eno kals kouentchou ho stegna he Urz dre bevar c’horn ar Rouantelez. Sevel a reaz ne oufenn ped kouent. Setu perak e rankaz chomm er vro-ze epad daou vloaz, 1213 ba 1214.

Kristenien a lenn an dra-ma, ped gueach n’hoc’h ket bet distroet, dre ali ho konfesour, dioc’h eun dra bennag o poa lakeat enn ho penn abalamour ma kave d’eoc’h n’oa netra guelloc’h evit ho silvidigez ? Ped gueach ive e kavac’h abek er c’honfesour-ze abalamour ma ne leze ket ac’hanoc’h da ober ho penn ? Koulskoude hennez ar c’honfesour-ze a gomz deoc’h enn hano Doue, evel ma reaz an eal da Fransez. Ar Zant a zentaz ep en em glemm, grit evel d’-han mar oc’h euz c’hoant da vale var he roudou. Ha c’houi a c’hoar guelloc’h eged Doue petra zo ar guella deoc’h da ober ?

Selaouit.

Tremen daou c’hant vloaz goude m’an doa Fransez diazezet he Urz er Spagn,