Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

martoloded ar vro-ze, Kristof Kolomb eun ho fenn, a zizoloaz eur vro hanvet Amerik, bro kals brasoc’h eged an Europ a bez, hag a ioa leun a dud gouez ha divadez. Mad, kerkent ha m’oa dizoloet, Breudeur-bian St Fransez, breman stignet dre ar Spagn, a ioa e doare da vont da brezek dez-ho an Aviel, ha d’ho badezi enn hano an Tad ar Map, hag ar Spered-Santel. Da bed ene n’o deuz ket ive-ta digoret dor ar Baradoz ? Ha ma viche eat Fransez da vervel, evel merzer d’ar Marok, he vugale hag int-hi o diviche gellet mont ker huan d’an Amerik ? Koulskoude eno, kerkouls hag el leac’h all, e varve tud bemdez, ha bemdez ive e koueze tud e puns an ifern, rak n’oant ket badezet. Ha c’houi, m’o piche great ho penn hoc’h unan, ha great o piche ar vad a rit breman, pe oc’h galvet da ober divezatoc’h ? Sentit ep en em glemm ouc’h ho konfesour evel m’her greaz Fransez ouc’h an eal.

A benn daou vloaz, Fransez a guiteaz ar Spagn evit distrei da Asiz. Dre gear Perpignan ec’h en em gavaz e Franz. Ne zaleaz ket eno. E kear Montpellier e lojaz