enn eun hospital, hag e lavaraz d’ar re a ioa eno e viche an hospital-ze eur gouent euz he Urz. Hag, e guirionez, an dra-ze en em gavaz pemzek vloaz goudeze.
Oc’h en em gavout e Zantez-Mari-an-Elez, e chommaz souezet braz o velet eun ti nevez savet stag ouz ar gouent. Poan a rea dez-han guelet eun ti ker brao. — Koulskoude oa dister avoalac’h. —
— Breur Katan, emez-han, houman ar gouent-man a dle beza ar skouer euz ar c’houentchou all euz hon Urz. Var ar baourentez omp diazezet, ar baourentez eo hor c’hoar. Ar Breudeur, a zo o chomm e kouent Stez-Mari-ar-Porsionkul, a dle gouzaon an dienez, hag an ti-man a zo re vrao ; red eo hen diskar.
— Mez neuze, Tad, eme ar Breudeur all, ar pelerined a deuio aman a ranko chomm er meaz da loja evel al loened gouez. Neuze emaoc’h o vont da ziskouez n’oc’h euz tamm karantez ebed evit ho nesa.
Ar gomz diveza-man a oue avoalac’h evit gounit kaloun Fransez, hag an ti a jommaz enn he za.
Er misiou kenta euz ar bloaz 1215, eo