Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

ec’h en em gavas ar Zant e kouent Stez Mari. Eno e kavaz eun niver braz a dud : tud a bep renk, tud paour ha tud pinvidik. Gand al levenez ar vrasa e oue digemeret gand an oll. Pell a ioa edot oc’h her gortoz. Komz a reaz gand karantez ouc’h an oll. Disklerria a reaz sklear dez-ho petra ranke pep hini da ober m’an doa c’hoant da veva ervez ar reolenn en doa great. Aliez an dud euz ar renk disterra a zo bet ar re zantella, her lavaret emeuz deoc’h. Ar re baour, ar re divar ar meaz a blije muia dez-han. Ha setu aman hag hen diskouez deoc’h.

Eun dervez oa eat var ar meaz hag e kavaz eun lliz ha n’oa ket neat. En em lakaat a reaz da skuba anez-hi. Pa oue klevet, dre ar bourk, edo Fransez o skuba an Iliz, e tiredaz oll dud ar vro d’her guelet. Enn ho zouez oa eun den iaouank a ioa dilammet, var manchou he roched, euz ar park m’edo oc’h arat enn-han gand daou ejenn. Dre druez ouc’h ar Zant, o velet anez-han oc’h ober eul labour ker poanniuz, e z’eaz d’her c’haout hag e c’houlennaz digant-han her lezer da beur-skuba an Iliz. Ar