Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

Zant her lezaz da ober ; ha goude man doa skubet ker piz ne jomme ket eun tamm poultrenn var leur an iliz, e z’eaz da gaout Fransez, hag e lavaraz dez-han :

— Va Zad, abaoue m’am euz klevet penaoze vevac’h, c’houi hag ho Preudeur, me euz c’hoant braz da veva evel d’oc’h. Mez ne gavenn ket an dro da gomz ouzoc’h herrio, pa gavan an dro, her lavaran d’eoc’h : c’hoant em euz da ober eveldoc’h ober a rign ar pez a lavarfot dign da ober.

Dioc’htu ar Zant a zisplegaz sklear diraz’han reolenn he Urz. Pa lavaraz dez-han e rankche guerza kement en doa, ha rei an arc’hant d’ar paour, Iann, hennez oa hano an den iaouank, Iann a respountaz :

— Pell zo emaoun er gear o labourat evit va zad : me gred e c’hellan kemeret eun ejenn evit va lod, her guerza ha rei an arc’hant d’ar paour.

Ker buan e tistroaz d’ar park, e tistarnaz an ejenn, hen digasaz gant-han d’ar gear, hag e lavaraz d’he dud petra en doa c’hoant da ober.

An dud paour-man, glac’haret oll, a