redaz en eur vouela d’an Iliz, el leac’h m’edo c’hoaz Fransez. Her pedi kalounek a rejont da lezer gant-ho ho map. Ar Zant ho digemeraz gand kals a vadelez, a lavaraz dez-ho eur ger kalounek bennag, ha goudeze e c’houlennaz he lein digant-ho.
Ar re-man a zistroaz laouen d’ar gear, fouge enn-ho, abalamour ma teue Fransez da leina d’ho c’hear, hag abalamour ma kave dez-ho oant deuet a benn euz ho zaol, hag e chomche ho map gant-ho. Goude lein, ar Zant a gomzaz out-ho evel hen :
Ho map a fell dez-han servicha Doue : ne dlefac’h ket beza glac’haret evit an dra-ze, laouen e tlefac’h beza zoken o velet unan euz ho pugale oc’h en em denna euz ar bed, el leac’h m’eman e riskl da goll be ene. Hag ouc’hpenn, digant piou oc’h euz bet ar c’hraouadur-ma nemed digant Doue ? Doue ive-ta a c’hell her c’hemeret evel he berc’henn. Ar pez a c’hellan da ober a rign evidoc’h a galoun vad. Ho map en doa c’hoant da gas gant-han eun ejenn, d’her guerza ha da rei an arc’hant d’ar paour. An dra-ze