Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

o ioa eun dra deread, lezer a rea er bed ar pez a ioa d’ar bed, evit en em deuler paour-glez etre divreac’h J.-K. Mad, me a aotre anez-han da lezer an ejenn-ze ganeoc’h.

Ar c’homzou-ze a reaz vad da galoun an dud paour. Lezer a rejont ho map da vont gand Fransez. E nebeut blavesiou, Iann a deuaz da veza santel meurbed. Fransez ne hanve ken anez-han : Va Breur, evel ar re all, mez Mignoun an A. Doue. Mervel a reaz iaouank-flamm evit mont kentoc’h d’ar Baradoz.

Goude beza chommet eur pennadik da ziskuiza e kouent Ste-Mari, e falvezaz dez-han mont da velet ar Breudeur hen doa kaset, araok mont d’ar Spagn, da venez Alvern, em euz komzet deoc’h anez-han c’hoaz. Kemeret a reaz da vont gant-han an tri breur Leon, Maze hag Anj : gant ar re-man peurvuia e z’ea atao enn hent. Siouaz ! he nerz a vankaz dez-han epad ar veach-man, hag e oue red mont da di eur c’houeriad da c’houlenn eun azenn d’hen dougen. Pa glevaz ar c’houeriad oa evit Fransez e c’houlenner he azenn, her roaz a greiz he galoun, rak