Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/140

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 132 —

meur a veach en doa klevet hano euz ar Zant ; zoken e lavaraz d’ar Breudeur mont enn he di. Rei a reaz da zibri dez-ho, ha, goude beza lakeat ar bas var he azenn, e falvezaz dez-han mont he unan d’her bleina.

Var dro krezdeiz ec’h en em gafchont e maner Chiusi, el leac’h m’edo o chomm ar c’hount Orlando, ha anavezit, rak en eo en doa, evel a c’houzoc’h, roet menez Alvern d’ar Zant. Orlando a falveze dez-han ho derc’hel da loja enn he vaner ; mez ne c’hellaz ket hen ober, ha, goude lein ec’h en em lakejor adarre enn hent. E penn ar vandenn edo Fransez ha blenier he azenn. Heman, evel kals a dud divar ar meaz, a garie kaozeal : hag ar Breudeur, ne lavarent ger: ne reant nemed pedi dre ma z’eant. Teod ar c’houeriad n’oa ket evit chomm ken e peoc’h. Trei a reaz ouc’h Fransez, a ioa var he azenn, hag e lavaraz dez-han :

— Breur Fransez, me am euz klevet kals a vad ac’hanoc’h hag euz ar burzudou a rit : C’houi a zo eun dleour braz da Zoue.

— Ia, va mignoun, Doue a zo bet