Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

madelezuz meurbed e kenver eun den kenn dister ha me.

— Mad, mar d’eo guir an dra-ze diouallit da laoskaat, ha da ziskouez n’oc’h ket ker santel ha ma leveror : Anez, den n’en devezo hivizikenn fizianz enn oc’h.

O klevet an aliou-ze digant eun den divar ar meaz, Fransez a ziskennaz divar he azenn evit poket da dreid ar c’houeriad en doa roet dez-han kentelliou ker mad ha kenn talvouduz.

A benn eun heur pe ziveur vale, ar c’houezenn o tivera euz he dal, he c’houzok dizec’het gant an domder, ar c’houeriad a jommaz a za, hag a lavaraz d’ar Zant :

— N’ounn evit mont mui : re a zec’hed am euz.

— It aze, eme ar Zant, dre druez out-han, a-dren ar roc’h ha velit dirazoc’h ; eno e kafot dour eienn.

Biskoaz n’oa bet eienenn el leac’h-se. Ar c’houeriad a ieaz var ger ar Zant, a gavaz eno dour-red ar freska, hag a evaz ar pez a rea vad dez-han. Kerkent ha m’oa deuet kuit blenier azenn Fransez an eienenn a zizec’haz.

8