Poaniuz kenan oa sevel var menez Alvern ; evelato ec’h en em gafchor a-benn an noz e bek ar menez. Eno ar Breudeur-bian o doa savet eun diou pe deir lochenn euz ar re zisterra a oufet da velet : Lojeiz paour da dud paour.
Antronoz an A. Orlando, atao leun a vadelez, a zigasaz dez-ho peadra da zebri. Goude lein ar Zant a bedaz anez-han da zevel dez-han, e traon eur vezenn fao, huel ha bouchok, eun tammik lochenn hag eur Chapell, hirder eun taol mean dioc’h lochennou ar menac’h all, el leac’h ma viche he unan, evit gellout pedi Doue ervez he faltazi. Orlando a lavaraz e viche sevenet ouz he c’hoant. Araok mont kuit, e tisklerriaz d’ar Zant, evel m’hen doa great c’hoaz, oa ar menez-se dez-han ha d’he Vreudeur-bian, hag ouc’hpenn-ze e lavaraz dez-ho c’hoaz dont ep aoun ebet da c’houlenn d’he vaner kement tra o diviche izoum. Ar Zant hen trugarekeaz a greiz he galoun, ha goude m’oa eat kuit, e komzaz evel-hen ouz he Vreudeur :
— An Aoutrou-ze a zo mad kenan enn hor c’henver ; mez ne lakeomp ket hor fizianz enn-han : E Doue epken e tleomp