fiziout, ha dalc’hit sonj mad e tleomp beva er baourentez.
Fransez goude beza lavaret penaoz sevel he lochenn, ha goude beza diskouezet e pe leac’h, hag e pe giz, ober he japell, a ieaz da ober eun dro dre gern ar menez. Eno oa reier euzuz da velet, hag atao emaint eno ; lod a zo fraillet dre an hanter, evel ginou eul loen gouez, digor da lounka an nep a dosta : lod all a zao ho bek enn ear evel p’ho defe c’hoant d’en em daga ouc’h an env lod all, stag an eil ouc’h eben, a ia, hag a ia, evel oc’h en em astenn, a ziouzoc’h, ma ve lavaret eun aneval deuet euz an ifern o vont da goueza ploumm var ho penn. Skrija a ra eun den o velet eur bek douar ker gouez. Koulskoude eno, var ar menez-se, e tle c’hoarvezout eur burzud euz ar re vrasa, evel m’her guelimp divezatoc’h.
Sant Fransez, gounezet he galoun o velet traou ker spountuz, a c’houlennaz digant an A. Doue penaoz oa c’hoarvezet an dra-ze : Ha lakeat oa ar reier er c’hiz-se pa oue dismantret ar bed gand an dour-diluj, pe divezatoc’h gand eur c’hren--