Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/144

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 136 —

douar bennag ? Eun cal euz an env a deuaz da lavaret dez-han: a Ar menez-man a zo bet dismantret epad pasion Hor Zalver J.-K. : ar vein a zo fraillet p’edo o tenna he huanad diveza var ar groaz, evel m’her lavar St Vaze enn he Aviel. » Abaoue an deiz-se, bep tro ma teue ar Zant da zellet ouz ar reier-ze, e venne d’he galoun ranna enn he greiz, o sonjal er poaniou en euz gouzanvet Hor Zalver en eur vervel var ar groaz evit hor prena.

E mesk ar reier-ze oa eur roc’h brasoc’h eged ar re all, distag diout-ho dre eur fraill kenn doun ha ker spountuz ma teue ar penn da drei pa zellet enn-han. Mad, enu eun toull e kreiz ar roc’h-se e veve eul laer cuz ar re grisa. Evit dont er meaz euz he doull kuz, en doa taolet eur vezenn da ober pount var ar fraill. Dre eno e z’ea, gand cur vanden laeroun all ker goaz hag en, var an hentchou braz, da daga an dud, d’ho laerez, d’ho lac’ha, pe d’ho digas gant-han, d’he doull-kuz er roc’h, ken a viche roet dez-han arc’hant avoalac’h evit ho lezer da vont kuit.