Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/145

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 137 —


Drouk a ieaz enn-han pa velaz ar Breudeur-bian o sevel ho c’houent e bek menez Alvern, rak kaout a rea dez-han oa en epken roue ar menez. Meur a veach e c’hourdrouzaz anez-ho, mez ar re-man a gendalc’he da ober ho labour : ne reant van ebed, rak ne rea netra nemed gourdrouz.

Pa glevaz oa deuet Fransez, mestr ar Breudeur-bian, da velet he vugale, e teuaz er meaz euz he doull-kuz, ruz-tan gand ar gounnar, he zaoulagad o tevi enn he benn. Mont a reaz var eeun, rok an tamm anez-han, varzu ar Zant. Lavaret a reaz dez-han a bep seurt traou divalo ; pec’hi, sakreal, charneal a rea m’oa skrijuz. Fransez ne rea van ebed ouc’h he glevet ne rea nemed sellet out-han gand eun ear a druez, a garantez, a deneridigez zoken. O velet Fransez o sellet out-han gand kement a zouzder, ep lavaret ger, ep tamm aoun ebed, en hag en doa lakeat kement a dud da grena gand eur ger epken, e chommaz sebezet. Falvezout a reaz dez-han gouzout perak e chomme ken dinec’h dira-z-han. Setu perak e c’houlennaz digant-han mont eur

8*