Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

pennad dervez da gaozeal gant-han enn he lochenn. Fransez ne c’houlenne ket a vell.

A benn m’oa bet pevar pe bemp dervez gand ar Zant, o velet peger kalounek e pede ar Breudeur-bian, ha pegen distag oa ho c’haloun dioc’h madou ar bed-man, e oue gounezet-tre. Goulenn a reaz beza digemeret enn Urz: aotreet e oue gant-han. Araok oa leshanvet ar Bleiz : en eur rei dez-han sae ar Breudeur-bian, Fransez hen hanvaz ar breur Oanik. Diskouez a reor, herrio c’hoaz, al leac’h ma veze enn-han ar breur Oanik oc’h ober pinijenn euz he bec’hejou, euz he laeronsiou, euz he vuntrou, hag al leac’h-se a zo hanvet : Prizoun ar breur Bleiz.


————