Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





C’HOUEC’HVET PENNAD


————


Sant Fransez e Roum. — St Fransez ha St Dominik. Eur Chabistr. — Ar Breudeur-bian o prezek. — C’hoant dont da Baris. — Mansounerrien ha kilvizien sec’hed dez-ho. — Ar c’hardinal Ugolini patroum ar Breudeur-bian. — Chabistr an torchennou. — Eun ofern enn henor d’ar Verc’hez konsevet ep pec’hed. — Ar Breudeur er broiou pella.


————



Goude eur burzud ker braz evel an hini en doa great o tigas da veza oan al laer ar c’hrisa, hag o velet e z’ea mad al labour a reat var ar gouent a zavet var bek menez Alvern, Fransez en em lakeaz enn hent evit mont da Roum. Ne ieaz ket evelato var eeun. Dre ma z’ea e tistroe divar he hent, a gleiz hag a zeou, evit prezek d’ar bobl, ha lavaret d’an oll beza distag dioc’h madou ar bed-man, ha karet Doue dreist pep tra. N’en em gavaz e Roum nemed er penn kenta a viz du.