Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/148

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 140 —


D’ar mareou-ze, d’an 14 a viz du, euz ar bloaz 1215, e talc’het e Roum ar pevare Konsil, pe sened, enn iliz Latran. Beza oa eno tremen mil den a iliz, etre Arc’heskipien, Eskipien hag Abaded kouentchou, deuet euz a bevar c’horn ar bed. Mad, Fransez a iea d’ar C’honsil-se da c’houlenn digant Hon Tad santel ar Pap eun aotre nevez evit he Urz ; ha goulenn a rea ouc’hpenn ma viche roet an aotre-ze dez-han dirak an oll Eskibien destumet enn iliz Latran. Araok breman, evel a c’houzoc’h, Urz St Fransez a ioa bet aotreet gant ar Pap: mez an oll dud a iliz ne gouient ket an dra-ze. Abalamour da-ze eo oa deuet Fransez da Roum da c’houlenn eun aotre nevez hag a viche roet dez-han dirak an oll. Er c’hiz-se e viche anavezet he Urz dre bevar c’horn ar bed. Hon Tad S. Innosant III a aotreaz raktal a nevez Urz ar Breudeur-bian, hag a lakeaz he aotren ive gand kement hini a ioa er C’honsil, goude beza diskouezet dez-ho reolenn St Fransez.

St Dominik a ioa ive deuet euz ar Spagn da Roum da c’houlenn aotre Hon T. S. evit eun Urz nevez en doa savet : Urz ar