Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

Breudeur-prezegerrien, pe Urz an Dominikaned. Na Fransez nag en n’oant biskoaz en em velet.

Eun nozvez, Dominik a ioa o pedi, ervez he gustum, enn eun Iliz. Kredi a reor eo enn iliz St-Per eo e z’edo. Enn eun taol, e vel, dirak he zaoulagad, Jezuz drouk braz enn-han ouc’h ar bed, tri gef tan ruz enn he zourn evit puluc’hi an dud ourgouilluz, an dud a so stag ho c’haloun ouz an arc’hant, hag ar re en em ro da blujadurezou ar c’hik. Mez ar Terc’hez en em strink d’he dreid en eur c’houlenn trugarez evit he bugale dizanaoudek. Lakaat a reaz dira-z-han daou zen hag a lakache, emez-hi, ar bed enn he stead kenta, en eur zistrei ar bec’herrien divar an hent fall. Pedenn ar Verc’hez a oue kaved mad gand Jezuz.

Dominik en em anavezaz evit unan euz an daou zen-se ; mez egile, ne gouie ket piou e oa. Lakaat a reaz he batrom doun ha stard enn he benn. Antronoz Dominik a ioa adarre o pedi er memez iliz : enn he gichenn eun den all, guisket evel eur paour, a bede ive kalounek. Dominik a reaz eur zell out-han. Ker buan