Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

ec’h anavezaz anez-han evit an den all e doa diskouezet ar Verc’hez da Jezuz. Ker buan all ive e savaz enn he za, hag ec’h en em daolaz a-dro-vriad da c’houzouk Fransez, rak hennez, an den guisket paour-ze oa Fransez. Her starda a rea var he galoun ep lavaret ger… A benn eur pennad evelato e teuaz ar gomz dez-han hag e lavaraz : « C’houi eo va c’hamarad, baleomp a unan hag e tistroimp ar bed var an tu mad : netra ne c’hello enebi ouzomp. » Goudeze e kountaz dez-han ar pez en doa guelet enn nozvez araok.

Setu aze penaoz e reaz anaoudegez St Fransez ha St Dominik an eil gand egile. En em lakaat a rechont da labourat a-unan evit distrei ar bec’herrien divar an hent fall, ha d’ho alia da garet ha da zervicha Doue evel ma tleor hen ober.

Tremen 600 vloaz a zo abaoue m’eo en em glevet Fransez ha Dominik da labourat a-unan evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, hag, a-hed an amzer-ze, ho bugale o deuz baleet, evel pa lavarfenn d’eoc’h, dourn-ha-dourn, evel an daou Zant o doa diazezet ho Urz. Herrio c’hoaz