Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/151

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 143 —

eman er memez tra. Bugale St Dominik ha bugale St Fransez en em gar evel breudeur. Evelse, pa vez pardoun an Dominikaned, d’ar 4 a viz eost, an ofern-bred a vez atao kanet gand eur Breur euz a Urz St Fransez, evel ma vez kanet an ofern-bred, da c’houel St Fransez, d’ar 4 a viz here, gand eur Breur euz a Urz St Dominik.

Meur a veach Fransez ha Dominik a zo en em gavet an eil gand egile. Gloar Doue, mad an Iliz, silvidigez an eneou, setu atao a betra e komzent etre-z’ho. Eun dervez, Dominik, o velet pegen devot, peger karantezuz, pegen douz oa Fransez, a c’houlennaz out-han staga he Urz ouc’h he hini, ker brao her c’have. « Nann, eme Fransez ; Doue a fell dez-han e ve an traou evel m’emaint. Digaset en deuz ac’hanoc’h da ziazeza hoc’h Urz evel oc’h euz great, ha me da zevel eun Urz all strisoc’h. Evel hen pep hini a gavo, ervez he faltazi, hag a raio, er guel a Zoue, ar pez a blijo dez-han. Lod a deuio em Urz-me, lod all a ielo enn hoc’h hini-c’houi. » St Dominik a zoublaz ep lavaret ger ebed.