Distro euz a Roum, Fransez a c’halvaz da zont d’he gaout he Vreudeur a ioa eat da brezek e meur a vro. Ho dastum en doa c’hoant enn dro dez-han evit en em glevet gant-ho divar benn ar pez a zelle ouc’h an Urz. Setu perak e kemennaz dez-ho beza e kouent Stez-Mari-an-Elez, d’an 30 a viz mae, 1246, deiz gouel ar Pantekost. — Setu aze ive ar pez a c’halvor eur Chabistr er c’houentchou : Ar relijiuzed enn dro d’ho Zad evit en emglevet divar benn ar gouent, pe divar benn an Urz. Betek neuze Fransez epken a c’helle digemeret unan bennag enn Urz : ar Breudeur all n’oant ket evit hen ober. Er Chabistr-man e oue disklerriet e c’helche hivizikenn ; an hini a viche e penn ar Breur-bian er broiou all, digemeret enn Urz ar re a gafche mad da zigemeret.
An oll draou reizet er Chabistr, setu aman da beleac’h e kasaz Fransez he Vreudeur. D’ar Spagn e kasaz eiz, ha Per Kuintavall enn ho fenn : Tregont e oue kaset d’ar C’hreiz-deiz a Franz ha tri uguent d’an Almagn. Fransez a zalc’haz evit-han Paris hag ar broiou all a dro-var-dro ha zoken ar Beljik.