Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/75

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 67 —

c’hinou hag a iea betek an env: he divreac’h en em astenn var daou benn ar bed. Enn dro-man oa sklerijennet Silvestr. Kerkent ha ma klevaz oa distro Fransez, e z’eaz d’en em strinka d’he dreid. Goulenn a ra pardoun digant-han ouc’h hen arbedi d’he zigemeret e touez he ziskibien. Digemeret e oue a galoun vad gant ar Zant Guerza a reaz he oll vadou, hag an arc’hant a oue roet d’ar paour. Goudeze ec’h en em roaz d’ar bedenn ha d’ar binijenn evel ar Breudeur all.

— Hennez eo kenta belek a zo bet e Urz St Fransez, e Urz ar Breudeur bian.

O velet kement all a dud deuet d’he gaout, Fransez en doa c’hoant braz da velet he Vreudeur o tistrei enn dro euz ho frezegennou. He c’hoant ne badaz ket pell. Daou pe dri dervez goudeze ec’h en em gafchont oll er gear, evel pa vichent digaset gand Doue. An dra-man a ioa er bloaz 1209.

Au nemorant euz ar bloaz-se a dremenchont oll e Rivo-torto. Hag epad an amzer-ze, Fransez ne ehane da gentellia he Vreudeur, da zeski dez-ho pedi Doue, ha dreist oll d’her pedi a galoun. Bem-