Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/76

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 68 —

dez e z’eant d’an ofern evit lakaat dounnoc’h-dounna enn ho c’haloun karantez eun Doue marvet var ar groaz evidomp. Lavaret a rea dez-ho e rankent ankounac’haat an den koz, en em zizoker a bep seurt c’hoantegez, ha senti atao dioc’htu, hag ep en em glem, ouz ar pez a c’hourc’hemenche dez-ho an hini a viche karget d’ho sturia.

Er penn-kenta euz ar bloaz 4240, ar Zant a gomzaz evel hen ouz he Vreudeur : « Va Breudeur muia karet, evel ma plij d’Hor Zalver digas deomp Breudeur nevez, ha kreski an niver ac’hanomp, e kaf dign eo red deomp ober eur reolenn a vuez, evit ma c’hellimp oll beva er memez giz, lavaret ar memez pedennou, ober ar memez pinijennou ; enn eur ger, beva oll evel pa ne vefemp nemed unan ep-ken. Hag, evit gouzout pe z’eo mad pe ne ket ar reolenn-ze, e z’aimp da Roum d’he diskouez d’Hon T. S. ar Pap, a zo e leac’h J.-K. var an douar. Mar he c’haf mad, e talc’himp dez-hi; ma ne ra ket, e c’houlennimp kuzul digant-han evit ober guelloc’h. Goulennomp, dre hor pedennou, sklerijenn digant Doue. »