Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/74

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 66 —


— Va dle, eme Fransez souezet ?

— Ia ho tle. Daoust ha n’em euz ket roet mein d’eoc’h da zevel iliz St-Damien ?

— Paet emeuz anez-ho.

— N’hoc’h euz ket zoken paet an hanter euz ar pez a dallient. Me fell dign beza paet.

Fransez mantret oll ne respountaz netra tostaat a reaz ouz Bernard, lakaat a reaz an douru enn he zac’h, tenna a reaz anez-han eur vozad arc’hant, hag en eur ho rei da Zilvestr e lavaraz :

— Han, paet avoalac’h oc’h breman ?

— Ia, breman ounn paet avoalac’h, eme Zilvestr.

Hag en d’ar gear da gounta he arc’hant.

Abarz nemeur evelato an arc’hant-se a deu da boueza var goustianz Silvestr : noz-deiz e pike he galoun. Penaoz, a lavare avechou out-han he unan, e chomman-me ker stag ouz an arc’hant, ha me koz, o velet an den iaouank-se, araok pinvidikoc’h eged omm-me, oc’h ober kement a fae varn-han ?

Ne veve ket dinec’h. Eun nozvez, ekreiz he gousk, e velaz Fransez enn he za diraz-han, hag eur groaz o tont euz he