Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/71

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 63 —

koall-gaso, a raio ar skouarn vouzar, na rit van ebed; Ne falgalounit ket evit-se. Abarz nemeur e teuio d’ho kaout tud a renk huel, tud skiantek : ar re-ze a brezego d’ar brinsed ha d’ar rouanez.

Na it ket d’en em glemm enn ho poaniou ; pedit a greiz ho kaloun an A. Doue evit ar re a vezo enep d’hoc’h ; bezit anaoudek e kenver ar re a raio vad d’eoc’h, ha rouantelez an env a vezo evidoc’h. »

Komzou Fransez a entanaz kalounou he Ziskibien. En em daoler a rejont d’an daoulin dira-z’han en eur lavaret e rachent kement tra a c’hourc’hemenche dez-ho. Ar Zant gounezet he galoun ne lavaraz netra dez-ho nemed komzou ar Profed En em daolit etre divreac’h an A. Doue heman a roio d’eoc’h kement tra ho p’ezo izoum.

An ebestel nevez-man a ieaz enn hent, daou ha daou, d’ar broiou m’oa lavaret dez-ho mont. Fransez a zalc’haz unan anez-ho evit mont ive gant-han. P’en em gavent dirak eun iliz bennag e z’eant ebarz hag e lavarent, daoulinet var leur