an iliz : « A. Doue ni hoc’h ador enn iliz-man, hag e kement iliz a zo savet enn hoc’h enor var an douar. »
Evel er veach kenta, ho frezegennou a lakeaz meur a zen da zistrei ouc’h Doue, ar pez a rea eur joa vraz d’ho c’haloun. Meur a veach evelato ive e vezent goapeat ha goall-gaset. Avechou ne veze ket roet a lojeiz dez-ho. E kear Floranz, Bernard Kuintavall hag an hini a ioa gant-han ne gafchont ket, evit eun nosvez zoken, na ti na kraou da gousket enn-ho, hag a rankaz chomm er meaz da loja ekreiz miz du. Aliez e rankent tremen an noz e porched an ilizou. Ekreiz ar poaniou-ze, an Ebestel nevez-man a ziskoueze eun douzder hag eur vadelez ep he far, ar pez a c’houneze dez-ho kalounou an dud vad. Pa veze goulennet digant-ho piou oant e lavarent : Ni a zo tud a gear Asiz oc’h ober pinijenn.
Fransez eo an hini en em gavaz da genta er gear. Eur joa vraz a ioa ouc’h her gedal pevar den all a ioa deuet da c’houlenn beva a zindan-han hag eveld-han. Ho hanoiou a zo dalc’het etouez banoiou bugale St-Fransez : ne gountign