Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

Dre ar kouer vad a roimp, muioc’h eged dre hor c’homzou, ec’h aliimp an dud da ober pinijenn, ha da zenti ouc’h gourc’hemennou Doue. Na it ket da grena abalamour ma z’omp tud dister hag evel diskiant, mez disklerriit ep aoun ebed d’an oll e rankor ober pinijenn. Bezit fizianz enn Hor Zalver J.-K ; a en a lakaio var ho muzellou ar pez a dleit prezek d’an dud. Diouallomp, ni hag hon euz kuiteat pep tra, diouallomp d’en em goll gand c’hoariellou ar bed-man. Mar kavomp arc’hant enn eun tu bennag, greomp fae varnez-han, evel var ar pri louz a zo var an hent.

Na varnomp, na zismegansomp ket ar re binvidik a vez dillad brao var ho c’hein ha boued dibab var daol ho zi, rak Doue eo ho Mestr, kerkouls hag hon hini-ni. Hor breudeur int ive-ta, hag ouc’h penn gand ho danvez e c’hellont ober an aluzenn deomp-ni ha d’ar beorien all.

It ive-ta dinec’h, prezegit d’an dud e rankont ober pinijenn evit kaout ar pardoun euz ho fec’hejou. Lod anez-ho ho selaouo ; lod all ho koapaio, ho