Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

ho boaza da c’houzaon, ep en em glemm, dismegansou tud ar bed. Mez an dra-man ne badaz ket pell. Kaloun Fransez a ioa leun diskarga a ranke. Ne gave ket oa avoalac’h evit han prezek e Asiz hag e Rieti, falvezout a rea dez-han prezek dre ar bed-oll, gounit an oll dre ar binijenn hag ho lakaat da garet Doue. N’oant c’hoaz, evit guir, nemed seiz : petra ra-ze ? Doue en devoa lavaret dez-han e teuche tud a bep tu var he lerc’h. Deuet an heur, a gaf dez-han, da gregi a zevri el labour. Kas a ra ive-ta he vreudeur, daou ha daou, da brezek e broiou a bell, ep mont evelato er meaz euz an Itali.

Araok ho c’has enn hent e roaz dez-ho kuzuliou hag a renkan rei d’eoc’h pen-da-benn, pe var dro, rak ar c’homzou-man a ioa neuze, hag a zo bet abaoue meur a gant vloaz, reolenn oll prezegennou ar Breudeur bian.

« Diskennomp enn hor c’haloun, ha guelomp da betra omp galvet gant Doue. Enn he vadelez, en euz galvet ac’hanomp da vont dre ar bed, ne ket epken evit hor silvidigez hon unan, mez c’hoaz evit silvidigez kalz a re all.

4