Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/68

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 60 —

nebeudik a vreudeur. Abarz nemeur aman e vezimp kalz muioc’h. Doue en « d’euz hen disklerriet dign. M’her lavaran d’eoc’h herrio eo dre vir garantez evidoc’h, evit rei nerz d’ho kaloun da genderc’hel da bedi, da ober pinijenn ha da veva er brasa paourentez. Bezomp ive-ta, va Breudeur, fizianz e Doue. »

Eun dervez bennag goude an dra-ze, e teuaz eun den all da c’houlenn beva gand Fransez. Filip oa he hano. Heman n’oa tamm ebed desket, mez eeun oa a galoun, hag atao en doa aoun da ober poan d’an A. Doue. Abalamour da-ze e savaz enn huella santelez, ha Doue a ziskouezaz dez-han he garantez. Evelse, eun dervez, epad m’oa savet a speret enn env, e velaz eun eal, evel guech all ar Profed Isaï, o steki eur c’hef-tan ouz he vuzellou, hag abaoue ec’h entente an traou diesa euz ar Skritur Sakr, hag e gouie ho displega d’an oll.

Euz a draonienn Rieti, Fransez a deuaz adarre gand he Vreudeur da Rivo-torto. Ho c’haz a reaz adarre ive, a dro-var-dro, dre eno, da glask an aluzenn, evit