Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/67

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 59 —

maz he unan er gear, da lavaret eo e c’harz ar roc’h. P’oant eat kuit ec’h en em strinkaz d’an daoulin, hag ec’h en em roaz gand mui a nerz c’hoaz d’ar bedenn, mar gellor hen ober. He spered a ioa savet d’an env, he galoun a verve gand tan ar garantez… Komz a rea ouz Doue, ha Doue a gomze out-han. Disklerria a reaz dez-han oa pardounet he oll bec’hejou, hag oa ker guenn he ene evel ma oa p’edo o tont divar mean-fount ar Vadiziant. Goudeze e tiskouezaz dez-han an hentchou goloet a dud, hag a ioa erru da veva gant-han enn e Urz, a zindan he lezennou. Dont a rea tud euz a Franz, euz ar Spagn, euz a Vro-Zaoz, euz an Ekos, euz an Irland, euz an Allemagn. Ker braz oa an niver anez-ho m’oant avoalac’h evit mont da bevar c’horn ar bed evit gounit eneou da Zoue. Evelato e oue lavaret dez-han ive ne jomche ket an oll dud-se gant-han. Lod a deuche d’hen dilezer ha da zistrei er bed, siouaz dez-ho.

Antronoz, goude ar bedenn, Fransez a lavaraz d’he breudeur: « Ne falgalounit ket abalamour n’omp nemed eun