Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/66

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 58 —

diouall-mad he ene, rak ne jomche ket pell var he dron An impalaer ne blijaz ket ar c’homzou dez-han, hag ec’h en em lakeaz, he dud hag en da c’hoarzin goap d’ar Zant. Ne zaleaz ket da gaout keuz. Er blavez varlerc’h e oue exkommunuget gant ar Pap abalamour m’oa eat a enep he c’her, hag abalamour m’an doa great lezennou a enep lezennou an Iliz. Tud he vro a droaz kein dez-han hag a zavaz enn he enep. Abarz nemeur e varvaz evel eur paour. — Guelet a rit mar doa paour Breudeur bian Rivo-torto, oant da viana santel, é reant burzudou hag e lavarent an amzer da zont.

Abenn eur pennad goude m’oa bet Breudeur Franzez o klask an aluzenn e kear Asiz, e z’eaz gant-ho da draonienn Rieti. Bemdez e z’eant dre an draonienn-ze da c’houlenn an aluzenn, da brezek d’an dud Aviel J.-K. ha da zisklerria d’an oll oa red dez-ho ober ho silvidigez. Pa deue an noz ec’h en em zastument enn eul leac’h distro, e c’harz eur roc’h vraz, n’oa ket pell dioc’h kear Boggio Bastone.

Eun dervez e lezaz he Vreudeur da vont da gestal ha da brezek, hag e chom-