Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


— Diez braz, a gaf dign, eo d’eoc’h beva var ar bek douar-man ma ne zalc’hit ket eun dra bennag diraz’hoc’h evit an amzer da zont.

— Aoutrou n’Eskop, eme ar Zant, me a gaf dign eo kals easoc’h. Rak an nep en deuz eun tam peadra a vez aliez he spered o sonjal enn-han hag a deu da ankounac’haat an Aoutrou Doue. Aliez zoken emaint e riskl da gaout trouz pe brosez evit difenn ho guir, ha dre an hent-se ne garint ket ho nesa. Guelloc’h eo chomm ep netra, rak neuze e c’hellor karet Doue epken, hag an nesa er guel a Zoue.

An Aoutrou n’Eskop a gavaz kaer meurbed komzou ar Zant, hag a lavaraz dez-han ne deuche ket d’hen ankounac’haat.

D’ar mareou-ze, Otho IV, impalaer an Allemagn, o vont da Roum da weza sakret gand ar Pap Innosant III, a dremenaz abiou Rivo-torto. Fransez a ioa neuze o pedi Doue. Ne zavaz ket divar bennou he zaoulin evit mont da velet an impalaer hag he dud. — Gant brasoc’h Mestr edo. — Mez sklerijennet gant Doue, e kasaz unan euz he vreudeur da lavaret dez-han