ne ket ar c’homzou groz, ne ket ar rebechou c’houero, ne ket an dismegansou a vankaz dez-ho. Euz a eun tu, ho zud a gave dez-ho oa kollet ho brud vad gant-ho ho unan, o velet ho c’herent oc’h ober ar seurt diotachou-ze. Euz a eun tu all, oa e Asiz, evel ma zo e pep parrez, tud hag a gaf dez-ho n’eo nemed eun denik dister ha mad da netra an hini ne zestum ket a zanvez, an hini n’en deuz ket a arc’hant evit ober, er c’hiz ma z’eo dleet, he dreuz var an douar. Ne ket souez ive-ta ma oue goapeat an dud paour-man : avechou zoken e vezent buntet a daoliou skoaz, a gleiz hag a zeou etouez ar pri. Evelato, kaer o deoue an dud fall goapaat ha dismegansi ar glaskerrien baour-man, meur a hini a zantaz ho c’haloun gounezet o velet gand pegement a zouzder e c’houzanvent ep en em glemm an drouk a ioa c’hoant da ober dez-ho, hag a roe dez-ho, kals traou enn aluzenn.
Eskop Asiz, he unan, a ioa evel spountet o velet tud o veva er c’hiz-se ep kaout a espern nag eur c’hrinsenn da zibri, nag an disterra tamm mezer da c’holoi ho c’horf. Lavaret a reaz da Fransez :