Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/63

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 55 —

ha da velet eo dourn Doue o poueza varn-han. Kuitaat a reas Fransez hag he vreudeur; koll a reaz fizianz e Doue, hag, evel Judaz, e z’eaz d’en em grouga.

Fransez a felle dez-han e viche ar baourentez ar mean-fount euz an Urz nevez en doa c’hoant da zevel evit silvidigez an eneou ha brasa gloar Doue. Dija oant bet, en hag he vreudeur, o prezek evel an Ebestel ; breman e fell dez-han e z’afent da glasq an aluzenn, evel ar beorien all. Abalamour da z’e ho c’hasaz da gear Asiz, el leac’h m’oant anavezet gand an oll. Mont a rankent euz an eil dor d’eben da c’houlenn eun tamm bara da zibri, pe eun tamm mezer da c’holo ho korf evit diskouez d’an oll n’o doa ken netra var an douar nemed ar pez a viche roet dez-ho enn aluzenn. Ha n’oa ket eun dra iskiz guelet, guisket evel peorien, o klask ho zamm boued dre gear, tud hag a ioa a ziagent dillad brao, dillad arc’hantet hag alaouret enn ho c’herc’henn, tud hag a ioa ar re binvidika euz ar vro, tud hag a roe neuze d’ar re all an tamm boued ha c’houlennont breman dez-ho o-unan ? Setu perak ive,