Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/62

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 54 —

ar vrasa evel-d’han. Hag hen ober a reaz betek he varo.

Ne c’hoarvezas ket ar memez tra gand Iann Kapell, ar c’houeac’hved euz ar re a ioa deuet da c’houlenn beva er baourentez gand hor Zant. Heman oue Judas an ebestel nevez. Evel p’en diviche bet Hor Zalver c’hoant da ziskouez d’he zervicher e c’hoarvesche gant-han ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han he unan, Iann Kapell a ioa karget euz an aluzennou evel m’oa Judaz. Iann Kapell en em stagaz ouc’h madou an douar: ankounac’haat en doa great e tlie beva er baourentez. Fransez her gourdrouzaz gant madelez meur a veach. Poan gollet. Karantez an arc’hant a ioa enn he galoun. Eun dervez, evit hen distaga dioc’h madou ar bed-man, e lavaraz dez-han zoken e kouesche varnez-han eur c’hlenved braz, hag en diviche eur goall varo. Iann Kapell a rea atao ar skouarn vouzar. — Na petra eo beza re stak ouz an arc’hant ! — Nebeut amzer goude Iann Kapell a gouezaz klanv : he gorf a oue goloet. gand eul lorgnez euzuz. N’en deoue ket evit-se ar galoun da anaout he zallentez,