Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/61

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 53 —


Eun nebeut derveziou goude m’oant en em gavet eno e teuaz, d’en em lakaat da veva evel d’ho, eun den all hanvet Sabadino. Ne ouzer ket a be vro oa: ar pez a zo guir eo m’eo maro evel eur zant. Hennez oa ar pevare euz a Urz ar Breudeur bian.

Eun dra burzuduz a zigasaz ar pemped, he hano Morico Picciolo, ha setu aman penaoz Morico a ioa abaoue pell braz klan enn hospital St-Salver, e kear Asiz. Uzet gand ar c’hlenved edo o c’hedal he heur diveza pa glevaz hano euz a Fransez, hag euz ar c’hiz ma veve. Kas a reaz tud da c’houlenn digant-han pedi Doue evit-han. Fransez o velet an den-ze o kaout kement a fizianz enn-han, en em lakeaz da bedi. Goudeze e kemeraz eun tamm minvik bara, hag e skuillaz var nez-han daou pe dri verad eol, euz an hini a zeve noz-deiz dirak aoter ar Verc’hez e iliz ar Porsionkul. Ober a reaz evel eun tamm toaz euz an traou-ze, hag her roaz d’an den klan. Kerkent ha m’en deoue Morico debret an tamm minvik-se boukead gand an eol ec’h en em gavaz pare enn eun taol. Dre anaoudegez vad evit ar Zant e teuaz d’he gaout, da veva er baourentez