Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/60

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 52 —

dez-ho, a iouc’he var ho lerc’h en eur lavaret n’oant nemed tud didalvez galouperrien hent, n’o doa c’hoant nemed da laerez guir beorien ar vro. Meur a veach ar iaouankizou diroll ha divergont a stlape pri out-ho, avechou zoken e taolent mein out-ho. Avechou all e krogent enn ho zae hag e chachent anez-ho var an hent dre greiz ar vouillenn.

O velet anez-ho o chomm bepred seder ha laouen e kreiz ann tauliou fallagriez-se, lod euz an dud a jomme sebezet hag a zelaoue anez-ho. Neuze ar Breudeur bian en em zile enn ho zouez hag a gomze dez-ho euz ar vuez a zo varlerc’h hini ar bed-man, hag a lavare dez-ho krena gand aoun rak tan an ifern. Selaou a reat anez-ho avechou, ha meur a hini a zistroaz divar an hent fall.

Goude beza tremenet evelse eur pennad o prezek d’ar bobl, e tistrojont d’ho c’hear, a ioa evel a ouzoc’h, eun tammik koz-ti e Rivo-torto, evit en em rei d’ar bedenn da c’houlenn nerz nevez, ha da lavaret an eil d’egile penaoz o doa gellet teneraat ar galounou hag ho distrei ouz Doue.