Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/57

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 49 —

p’en em gavaz er gear eun den a renk huel, hag a ioa anavezet gant an oll evel eun den a zoujanz Doue. He hano oa Jilez. E beach edo p’oa troet Bernard Kuintavall ha Per Katann a du gant Fransez. Pa glevaz petra o doa great an daou zen-ze e skoaz eun taol enn he galoun. « Ha me ive, emez-han, em euz c’hoant da veva evel an dud-se. » Evelato, araok ober netra, e tremenaz an noz o pedi Doue hag o c’houlenn kuzul digant-han. Zoken, antronoz vintin, e lakeaz lavaret an ofern e iliz St-Jorj, evit beza sklerijennet var ar pez a dlie da ober. Doue a zelaouaz he bedenn ; hen alia a reaz da vont da heul Fransez. Mez e peleac’h edo Fransez gand Bernard ha Per ? Den n’her gouie e kear. N’euz forz Jilez ne oue ket nec’het, rak etre daouarn Doue oa en em lakeat. «Enn tu bennag emaint; emez-han. » Hag en enn hent. A veac’h m’oa eat er meaz a gear m’ec’h en em gavaz tri hent diraz-han. Pehini da gemeret ? En em daoler a ra d’an daoulin en eur lavaret : « A. Doue, ma tlean kenderc’hel da veva er stad m’emeuz c’hoant, diskouezit dign, dre