Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/56

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 48 —

hag hor reolenn : hounnez eo buez ha reolenn kement bini a deuio d’hon heul. It ie-ta breman, ha mar fell d’eoc’h sevel betek an huella santelez, grit ar pez emaoc’h o paouez klevet. »

An daou zen-man ne varc’hatachont ket. Bernard en doa madou braz. Guerzet e ouent betek an tamm diveza hag an arc’hant a oue roet d’ar beorien. Per a reaz ar memez tra; rei a reaz zoken an dilez euz ar garg en doa, hag ho daon int chommet betek ar maro gand Fransez.

Setu int-hi breman tri. N’oa ket eaz dez-ho chomm e kear Asiz, rak an oll a viche o sellet out-ho, oc’h ober goap anez-ho. Setu perak e z’ejont, ho zri, d’eun tammik ti dilezet gant an oll, enn eul leac’h hanvet Rivo-torto — kanol dort — abalamour ma z’ea dre eno eur ganol kamm-digamm, evel pa viche tort. O velet an tri den-man tec’het kuit e oue chaok ha glabouz e kear Asiz. Lod euz an dud ne reant nemed c’hoarzin hag ober goap a Vernard hag euz a Ber. Lod all a jomme mantret o velet tud ker pinvidik oc’h en em zizober euz ho feadra. Evelse e z’ea ar glabouserez e Asiz