velet penaoz e veve. Falveout a reaz dez-han dilezer ar bed, ha beva er baourentez evel ar Zant. Mont a reaz ive-ta gant-ho ho daou d’an iliz.
P’an d’eoue ar belek echuet he ofern, Fransez a bedaz anez-han da zigeri teir gueach leor an Aviel, evel ma tenn, er skoliou, ar vugale d’an A, da c’houzout pehini anez-ho en de vezo ar groaz. Teir gueach e lavare digeri al leor enn hano an tri fersoun euz an Dreindet ; hag ar c’homzou kenta a gouesche dindan taol lagad ar belek a viche ar pez en doa c’hoant an A. Doue a rachent.
Enn dro genta ma tigoraz ar belek leor an Aviel, e lennaz ar c’homzou-man : Mar fell did sevel enn huella santelez, kea, guerz kement tra ec’h euz ha ro an arc’hant d’ar paour. Enn eil gueach e lennaz an dra man : Ne gasit netra ebed ganeoc’h enn hent. Hag enn drede gueach : Mar fell da unan bennag dont var va lerc’h, ra raio an dilez anez-han he unan, ra zougo he groaz ha ra deuio d’am heul.
« Va breudeur, eme Fransez, en eur zistrei ouc’h Bernard Kuintavall hag ouc’h Per Katann, setu aze hor buez