Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

evit pedi. Var bennou he zaoulin, he zaoulagad savet varzu an env, he zivreac’h astennet e kroaz, ec’h ankounac’heaz e peleac’h edo, hag e lavare : « Aoutrou Doue, c’houi eo va oll vad, va oll nerz, va oll binvidigez, va joa, va heurusted : enn oc’h epken ec’h esperan, enn oc’h eman va oll fizianz. » Avoalac’h en doa guelet Bernard Kuintavall. Antronoz vintin e lavaraz da Fransez :

— M’an diviche eur sklavour bet digant he vestr eur zoumm vraz a arc’hant, ha m’an n’en diviche izoum ebed anez-hi, petra dlefe da ober ?

— E tlefe e rei d’ar mestr adarre.

— Mad neuze, eme Vernard, neuze e z’an da restaoli d’an A. Doue ar madou am euz bet digant-han, rak n’em euz izoum ebed ken anez-ho.

— Ar pez a livirit dign aze, eme Fransez, a zo eun dra vraz, eun dra a bouez. Red eo deomp mont da c’houlenn kuzul digant Doue.

P’edont o vont d’an iliz ec’h en em gavaz gant-ho eun den all, a ioa he hano Per Katann. Heman a ioa ive gounezet he galoun o klevet Fransez o prezek hag o